Gwelet an endalc’had
Lañser
    • Hentadoù
    • Eurioù
    • Teulioù ha prizioù
    • Keleier war an trubuilhoù
    • Nepell ac’hann
    • Monedusted ar rouedadoù
    • Krouiñ ma c'hartenn
    • Adkargañ ma c'hartennoù
    • Kartenn kollet pe laeret?
    • Ur gartenn liesservij
    • An treuzdougen boutin
    • Servijoù ar pemdez
    • L'application KorriGo
    • Piv omp ?
    • Hag a-nevez war ar rouedadoù ?
    • Monedusted ar rouedadoù
    • Korn an diorroerien
    • Open data
KorriGo
KorriGo (Mont d’ar bajenn degemer)
Krouiñ ma c'hartenn Korrigo
  • Français
  • English
  • Brezhoneg
  • Timat ! Ober a ran gant ma dibaboù evit ma enklaskoù
    Gant ma c’hont e kavan buan an titouroù a sell ouzhin. Gwelet ar servij digoust-mañ.
  • Krouit ho kont evit enrollañ ar chomlec’hioù, ar lec’hioù arsav hag al linennoù a vez implijet ar stankañ ganeoc’h, abalamour da gavout buan an titouroù a sell ouzhoc’h.

Breizh dre an treuzdougen a-stroll

https://korrigo.bzh/br
Deiziad moullañ : 14/05/2025

Amañ emaoc’h : Degemer >Diwar-benn >Open data >AOTRE-IMPLIJOUT

Open data : AOTRE-IMPLIJOUT

Skignañ
  • Facebook
  • Twitter
  • Kas d’ur mignon dre bostel

AOTRE-IMPLIJOUT

la-licence-odbl-1-.pdf

 

Evit ar roadennoù a sell ouzh ar fiñvusted he deus choazet Rannvro Breizh ober gant an aotre-implijout ODBl

An aotre Open Database Licence (ODbL) : https://opendatacommons.org/licenses/odbl/1-0/ 

Gant an aotre-implijout-se eo ret rannañ ar roadennoù dres evel m’emaint.

Gallout a ra an neb a gar implijout diazoù roadennoù en un doare foran, evit ober kenwerzh pe get, gant ma vo dalc’het d’an aotre-implijout evit an diaz roadennoù avat, hag evit ar cheñchamantoù a vo degaset ma vez ezhomm, ha meneget sklaer an implij ma vez krouet traoù diwarno.

Evel evit an aotre digor e c’haller, gant an aotre-se :

  • Rannañ : eilañ, skignañ hag implijout an diaz roadennoù ;
  • Krouiñ : krouiñ diwar an diaz roadennoù ;
  • Azasaat : cheñch, treuzfurmiñ ha sevel diwar an diaz roadennoù-se.

Ret eo :

  • Menegiñ mammenn ar roadennoù ;
  • Rannañ hervez ar memes divizoù.

 

… penaos menegiñ mammenn an diaz roadennoù ?

Evit adimplijout un diaz roadennoù diouzh an aotre-implijout ODbL, pe ul lodenn eus an diaz roadennoù-se, e ranker menegiñ :

  • anvioù ar gendaolerien d’an diaz-se ;
  • an aotre ODbL ez eo liammet an diaz outañ.

Ma ne vezer ket evit lakaat ar menegoù ret abalamour m’eo bevennet stumm pe ment ar pezh a c’haller embann (da lavaret eo an arloadoù poellgomzerioù, an disoc’hoù diouzh ar vouezh pe an destenn, ar stummoù strizh a-fet plas) e c’haller lakaat anezho en ul lec’h (evel ul lañser a-ratozh) ma c’hallo an implijerien kavout anezho aes. E-giz-se e c’haller krouiñ ur bajenn « menegoù lezennel » pe « mammennoù ar roadennoù » a-ratozh m’eo renablet an aotreerien gant liammoù etrezek o forchedoù open data. Evel ma vez erbedet gant OpenDataFrance e vo gallet menegiñ ar vammenn evel-henn :

« [Anv an diaz roadennoù], [Produer an diaz roadennoù], [deiziad], hervez aotre-implijout ODbL. »

 

Petra a c’hallan ober gant ar roadennoù ?

Ar pezh a fello deoc’h gant ma vo doujet ganeoc’h d’ar reolennoù ha d’ar bevennoù termenet gant an aotre-implijout, dreist-holl menegiñ ar mammennoù ha delc’her gant statud ar roadennoù digor.

Ret eo asantiñ d’an aotre-implijout evit pellgargañ ar roadennoù pe implijout API ar porched.

Lenn an Aotre-implijout

Ha gallout a reer gwerzhañ un arload hag a implij hor roadennoù ?

Ya, adal ma vo un arload hag ur mod da werzhañ hag a vo diouzh reolennoù an aotre-implijout

Betek-henn n’hall ket an adimplijerien mont en tu all da 200 000 galv war-zu roadennoù MobiBreizh dre ar savenn digor ; digoust eo an implij dindan an niver-se.

Mont war-gil
Emeur o kargañ…

Ma dibaboù en amzer real

Gortozit, mar plij…
  • Krec’h ar bajenn
    • Facebook
    • Twitter
    • Kas d’ur mignon dre bostel
  • Steuñv al lec’hienn
  • Evit an dud nammet
  • Menegoù lezennel
  • RHGR
  • Darempred
  • CGU