Ur gartenn liesservij
Kartenn ar beajoù hag ar servijoù e Breizh !
20 vloaz zo e ra ar strollegezhioù war-dro ar fiñvusted gant KorriGo abalamour da aesaat ho puhez pemdez !
1 den war 4 e Breizh en deus ur gartenn KorriGo hiziv an deiz, ne c’haller ket tremen hepti evit mont gant an treuzdougen boutin.
Ouzhpenn kargañ teulioù an 12 rouedad treuzdougen boutin a ra gant ar gartenn e c’haller ivez implijout anezhi evit kalz a servijoù er vuhez pemdez :
- Poulloù-neuial-kêr
- Mediaouegoù
- Skol-veur Roazhon 1 ha Roazhon 2
- Adkargañ ar c’hirri tredan
- Gwaskedoù beloioù suraet
- Karrlodañ,
Hep mar ez ay ar servijoù-se war greskiñ en amzer-da-zont !
Abaoe miz Du 2023 ez eo KorriGo ul lec’hienn internet klok ivez ha deuet eo da vezañ ur gwir "Skoazeller mont-dont" gant an arload KorriGo nevez evit ar pellgomzerioù hezoug.
Fellout a ra d’ho strollegezh ober gant ar gartenn KorriGo evit ur raktres ? Deuit e darempred ganeomp war-eeun dre ar rubrikenn darempred.
Amañ e c’hallit pellgargañ ar blegfollenn KorriGo !
Gwareziñ ho roadennoù : An holl roadennoù personel en ho kartenn KorriGo zo suraet da vat, hag ho peajoù ha boazioù implij a vez dizanvekaet : ne c’haller ket dispenn ho roudoù ha ne vez ket miret ho poazioù a-fet beajiñ ha servijoù.